Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

vezo degaset da Gemper. Eur groug a vezo savet war blasenn Sant Kaourintin, ha krouget e vezint. A, a ! piou ar mestr er vro ? »

An duged hag ar varoned a youc’has a-bouez penn :

« You, you ! Bevet ar roue Nobl ! Youc’houc’hou… »

Ar roue hag e vrezelourien a grede dezo e vijent deut a-benn, brao-tre, da lakaat o c’hrabanou war Alanig al louarn. Ya, kredi a rae dezo. Er palez, avat, Haer ar broch, eontr Alanig, en doa klevet kement tra. Kuitaat a reas ar palez hep gouzout dare da zen, ha dao ! da gavout e niz !

Ar broc’h a gerze war-du Kastell-al-Laer, gwall c’hlac’haret e galon. Soñjal a rae :

« Allas, allas ! petra e teuio bremañ va eontr da veza ? Eul louarn ken mat, eun tad a familh ken karantezus ! Ne gar nemet eun dra : maga e vugale e peoc’h. Hag atao e vez Job, Lom, Lip-e-Bao ha mil loen all o klask ober droug dezañ ! N’eus justiz ebet er bed ! »

Soñjet en doa kement-se ha dek gwech kemend-all, rak hir eo an hent eus Kemper da Venez-Mikael, pa zegouezas dirak Kastell-al-Laer. Alanig a oa azezet e-kreiz eur waremm.

« Penaos emañ ar bed ganeoc’h, Alanig ? »

« Ata, va eontr, ha c’houi an hini eo ? »

« Me an hini eo ! Ha mat emañ an traou ? »

« Mat a-walc’h ».

« A-walc’h ? »

« Ya, n’oun ket evit lavarout mat-tre… »

« Petra zo c’hoarvezet eta ? »