Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

a oa dirollet da c’hoarzin. Chiboudig ar c’hi bihan a lavaras kreñv :

« O la Ia ! na pegen divalo eo an dra ! »

Ar marc’h Bichar a yeas da gavout Skouarneg, a sachas dre a-dreñv war e chupenn, hag a lavaras d’ezañ :

« Serrit ho kenou, na pa vefe nemet gant ar vez ! Emaoc’h aze oc’h ober an azen dirazomp ! »

« Oc’h ober an azen ? … an azen ? » a lavaras Skouarneg, feuket-bras ; « daoust hag eun azen ne dalvez ket eul loen all ? »

« Oc’h ober an istrogell ma kavit gwelloc’h », a lavaras Bichar.

An azen a zeuas war e giz, mesus. Chiboudig a dennas e deod er-maez eus e c’henou :

« Genaouek », emezañ d’an azen.

Goude ar gourenou, an dudjentil en em lakaas ouz taol. Da eva ha da zebri e oa, kement ha ma kared. E-kreiz ar sal e voe Iakaet eur c’helorniad sistr hag eur varazad chufere eus an hini gwella diwar mel gouez, sukr rouzet ha rezin poaz. Hini ebet ne reas fae warnañ, rak, a-raok ma voe echu ar pred, Lom a grogas da gana, met da gana fall-du, gant eur vouez raouliet, gwerz ar « Sarjant Major ».

Chom a reas berr gant e ganaouenn. Besteod e oa deut da veza, ha ne rae nemet drailha ar geriou. Gwir eo, meur a lipadenn re a oa tremenet dre doull e c’houzoug.

Al loened all a oa savet hag aet kuit, ha Lom a chomas ouz taol da c’hrozmolat ha da zrailha kan ha diskan an eil goude egile, hep gouzout dare d’ezañ edo e-unan e-barz ar sal.

Ar gouel a oa en enor d’ezañ, na petra ’ta !