Pajenn:Riou - ar goulenn.djvu/4

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

— Nemet arabat deoc’h, Izidor, chom re bell da sellout ouzh an dud o tañsal.

Izidor a reas sin ne vije ket gwall-bell gant e dro. Lakaat a reas en e c’hodell ur bilhed hanter-kant lur, hag e kerzhas gant gwenodenn al liorzh en ur vale difonn.

Evit mont eus Kerevel da Landremel n’eus nemet daou bark da dreuziñ.

Ar vombard hag ar biniou a viaoue war ar blasenn, a-dreñv an iliz parrez.

Izidor a chomas a-sav evit selaou. Ne gredas ket ober ul lamm dreist ar c’hleuz diwezhañ. Treuziñ Landremel ! En em ziskouez war ar blasenn !… Pebezh c’hoarzhadeg, va Doue !…

Hogen ouzhpenn mezh, Izidor a vage kasoni. Pignat a reas war ar c’hleuz. Azezañ a reas a-dreñv ur vodenn gelvez war an delioù sec’h hag ar c’hinvi melenet.

Eno e selle hag e selaoue.

Tost dezhañ e govel ar Vuzid, ur morzhol a skoe hep ehan war an annev. Eñ avat, ne gleve nag ar morzhol o skeiñ war an annev, nag ar c’hezeg degaset da houarnañ o c’hrizinkal an eil d’egile. Ar vombard hag ar biniou o sutal drant war ar blasenn ne lavaran ket.

Mouezh ar biniou a dosta. Ar gorollerien o deus kuitaet ar blasenn evit ober, hervez ar c’hiz, un dañs dirak pep ostaleri. Izidor a c’hourvez, gant aon da vezañ gwelet. Bremaik en em gavo tud an eured e-tal ostaleri ar Vuzid. Emaint o tont daou-ha-daou, kazel-ha-kazel, gant ur bale kompez, evel ma tere ouzh tud pinvidik, Mari Buorzh, ar bennhêrez tonius, a zo er penn kentañ gant he gwaz. Skedus eo en he c’horkenn neudennet-aour ha gant he zavañjer seiz perlennet. Ar sonerien a zistag ur