mare e toc’helle gant ar paz krign staget outañ.
— Dremm un denjentil, emeve da Alan.
Hag Alan am respontas :
— Gouenn ar menez.
Ar c’hafe a vogede e bolennoù, hag, en o c’hichen, e lugerne gwerennadoùigoù laouen. An torrer-mein a zourenne e zaoulagad.
Alan, gaoliet gantañ ur penn eus ar skabell, a vouskane hag a gemere plijadur o wintañ hag o tiwintañ ar penn all :
— Ba ! Lan, a lavaras ar vestrez, taol dimp ur ganaouenn, ha n’ eo ket mouskanañ an hini eo.
Alan a lezas penn ar skabell da gouezhañ herr war daolennoù mein glas al leur-di.
— N’ eo ket torret, emezañ, en ur sevel. Trala- laderidonra-tralalalalenno.
— Asa ! Lan, te a zo un eostig pe ur goapaer.
— Ma ! setu amañ sonioù all, war donioù anavezet.
Alan a dennas e dog, a droñsas milginoù e chupenn betek an ilinoù. Reutaat a reas e gorf, reutaat a reas e vouezh, hag e tistagas e ganaouennoù farsusañ, annezet en e eñvor abaoe bloavezhioù.
Mamm Mona, kement ha ma c’hoarzhe, a oa bet ret dezhi mont er-maez, el liorzh, e-pad un abadenn, da dennañ war hec’h anal.
An torrer-mein a sune e gafe loaiad ha loaiad. E zaoulagad a oa sklerijennet gant goulaouig al levenez.
— N’eo ket gwir, tad kozh, emeve, ar re yaouank a dle lammat ha kanañ ?
— O oad eo.
— Alo ! yec’hed, neuze !
— Yec’hed !
Pep hini a stokas e werenn. An devezhour kozh a