Pajenn:Riou - Dogan 1943.djvu/24

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

urz e vije bet roet d’it araok, d’o degas din, d’am zi. (Regi a ra golo ar baperenn, lenn a ra ar baperenn). Tonnerre de Dieu ! dleet e oa degas an dra-se d’in dioustu.

LOM

Mes…

JEREMI

D’ar red, d’ar red…

LOM

N’em boa urz ebet.

JEREMI

Ar paperou didalvez a c’hell gortoz em buro ; nemet hemañ a oa eus ar re gapitala, ha n’ac’h eus ket gouezet. Azen ac’hanout, azen gornek memes, n’ouzez ket an A B K eus da vicher.

LOM

Pelec’h em bije kavet an Aotrou Komiser ?…

JEREMI

Em zi, em zi… (Sellout a ra ouz LOM gant daoulagad kasaũs). Em zi… (Lenn a ra, a vouez uhel, ar baperenn).

KUZUL-MEUR GWENN-HA-DU

« Emañ ar C’hallaoued o lida hizio an deiz ma voe trec’het ar Vretoned pevar c’hant vloaz ’zo ha staget Breiz ouz Bro-C’hall. Bretoned omp atao. N’omp ket bet gounezet c’hoaz abaoe pevar c’hant vloaz m’emañ ar C’hallaoued er vro. Fellout a ra d’imp eta, e vefe renet Breiz hiviziken gant Bretoned a ouenn, evit brasa mad Pobl Vreiz.

« Kregi a reomp en emgann evit dieubidigez hor bro, e deiz ha bloaz he stagidigez, en eur zistruja arouez hor sklaverez bet savet gant hor mistri e kreiz hor c’hêrbenn. »

Dre urz : GWENN-HA-DU.

An torfetour en deus bet ar vadelez da lavarout d’imp, neizeur, e vije bet diskaret ar monumant d’ar beure, ha den ne ouie… ha den ne ouie…

— 24 —