Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/84

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
83
AR SPONT A REN

un dra bennak e pleg skouarn Lan ar C’hariou, eus Penn-Aod, pa zegouezhas e-barzh an ti, Job ha Lom.

Ne oa ket bet souezhet an dud o welout Job ha Lom o tont da Garreg-al-Louarn. Perak ne vijent ket deuet, peogwir e oa deuet ar re all, ha, dreist-holl, perak e vijent chomet da labourat er waremm, pa oa o gwellañ micher feneantiñ ?

N’eo ket evit an dra-se avat, e oant deuet di. Job ha Lom, gant aon da vezañ tamallet, a felle dezho en em zisammañ dirak ar barner, kenkas e vijent bet barnet.

Mes den ne daolas kont enno. An dud a oa aketus war-dro Mari, ha netra ken.

— « Mari, peseurt trouz hoc’h eus klevet ? »

— « Daoust hag e oa mouezh un diaoul ? »

— « Daoust hag an diaoul en doa mouezh un den ? »

— « E peseurt yezh e komze an diaoul ? »

— « E latin ? »

— « E Brezhoneg ? »

— « Gwelet hoc’h eus anezhañ ? »

— « Peseurt liv en doa ? »

— « Ruz-seurt-tan ? »

— « Du evel ar moged hag ar pec’hedoù kapital ?… »

Ha Mari a responte dezho :

— « Va zudoù paour, n’on ket evit lavarout deoc’h na petra am eus gwelet na petra am eus klevet. N’ouzon nemet un dra : spontet on bet dreist-muzul. Gant un nozvezh all evel-se, e vezin lazhet sur a-walc’h. O ! spontus e oa, spontus !