Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/62

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
DEKVET PENNAD
Ar c’hazh gouez


An diaouled a dostaas ouzh ar prenestr. An diaoul kentañ a lavaras d’an diaoul all :

— « Lom, gwelout a rit un dra bennak ? »

— « Ne welan ket, Job ; an ti a zo du-pod an diabarzh anezhañ. »