Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/42

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
41
FALZ AN DIC'HARZHER

— « A ! moereb, emezo, evel-se emañ ar bed. Hiziv hoc’h eus mignoned e-leizh ; an deiz war-lerc’h, ar mignon a ya da vleiz. »

— « Re wir, siwazh ! O ! amañ eo ken trist chom unan e-unan ! War beg an duchenn-mañ, ne glever ket trouz ar bed. An avel o yudal er gwez, ha, d’an noz, ur gaouenn o youc’hal en ur penngos derv bennak, ha me war va gwele, bemdez ha bemnoz oc’h hirvoudiñ. A ! ne vin ket kozh ken e Karreg-al-Louarn ; a-raok nemeur amañ e teuio va zro da vont gant an Ankoù. » —

— « O ! moereb… »

— « Re wir ! re wir ! va nized. Petra ’ rin-me, bremañ, e Karreg-al-Louarn, me ur paour kaezh intañvez, klañv, kozh, va-unan, va-unan ! »

Ha Mari a ouele.

— « Moereb », eme Job, « mar santit droug en un tu bennak, Lom a yelo war-eeun da Gastellin da glask ar medisin, ha me a chomo amañ, ken kas ho pefe ezhomm eus un dra bennak. »

Job a glaske an tu da lakaat e fri en armel ; ha ma he dije lavaret e voereb dezhañ : « O ! Job, c’hwi a zo ur paotr mat, gwelloc’h eget na grede din… Ya, it da glask ar medisin, hag a-raok mont, kemerit arc’hant eus ar valetennig aze, en armel… », Job a vije bet en e vutun. Job en doa c’hoant bras da c’houzout e pe seurt korn eus an armel edo an arc’hant.

Mes ar voereb a respontas :

— Ar vedisined, Job, n’int mat nemet da gas ar gristenion d’ar vered a-raok m’eo deuet an eur merket dezho gant an Aotrou Doue. »