Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/134

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
133
D’AR GWENER C’HOARZHADEG…

petra ’oa c’hoarvezet ganto, Lom a responte en doa paket tomm ha yen, en ur labourat, hag e c’houzañve poan dargreiz, ha Job a responte en doa tapet ur ruadenn gant ar gazeg wenn.

A-benn tri devezh, Job a oa pare. Edo o vont da sevel, war-dro kreisteiz, pa zeuas en ti paotr al lizhiri. Hag e oa ul lizher rekomandet evit Job ! Job a zigoras hag a lennas… Siwazh dezhañ ! paotr ar Giouidig a c’houlenne digantañ diouzhtu, diouzhtu, tri c’hant lur evit ar vag kollet. Job en em rentas neuze war e wele hag a gouezhas klañv evit tri devezh all.

Tri c’hant lur en doa da baeañ hep heritaj ebet ! !

Dre e bec’hed e oa bet kastizet.

Hag amañ emañ echu istor an ti satanazet, degouezhet e Lotei hanter-kant vloaz ’zo.


ECHU