Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/130

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
129
D’AR GWENER C’HOARZHADEG…

— « Morse, Job. »

Mont a rejont da welout. Ne oa netra nemet al loar o skediñ war delioù gleb iliav ur wezenn derv.

Kenderc’hel a rejont da vont. Ul loen a dreuzas trumm ar wenodenn, dirazo.

Lom a reas ul lamm.

— « Bah ! Per ar C’honikl pe un Alanig al Louarn bennak o vont e-biou. Na gemerit ket spont gant kennebeut a dra, Lom ! »

— « O ! n’on ket aonik, Job, ha biskoazh ne gemerin spont ouzh ul loen, konikl, louarn pe hoc’h-gouez, zoken. Mes ankeniet on abaoe ar beure-mañ, ha n’ouzon ket perak. An noz, Job, n’eo ket bet evel kustum… »

— « A ! bah ! lavarit din ar wirionez ; aon hoc’h eus da vont da Garreg-al-Louarn abalamour m’eo deuet di, en noz diwezhañ, ar marichal daonet da welout ac’hanomp. Mes kredit ac’hanon, ne deuio ket div wech da glask lakaat e fri en hon aferioù-ni. Alo ! deomp ! »

Degouezhet e oant e Karreg-al-Louarn.

— « Deomp d’ar c’hraou ! Lom, d’ar c’hraou ! da sachañ hardi war lost ar pemoc’h ha da drubuilhañ ar yer war o c’hlud. »

Enaouiñ a rejont ur goulou.

Ar pemoc’h o oa gourvezet en ur c’horn, war plouz fresk, serret e zaoulagad bihan pikouzet. Ar yer a oa moredet war o c’hlud, souchet o fenn dindan o eskell.

Lom a gemeras ur skourjez, ha, dao ! an du-