Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/123

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
122
AN TI SATANAZET

— « Azezit, marichal ! » a lavaras adarre Job.

Ar marichal a reas an herrañ ma c’hellas : youc’houc’hou ! Koadoù Troboa a dregernas gant e youc’hadenn. Ober a reas ul lamm war Job ha teurel a reas dezhañ al lerenn, dreist e benn. Mes, ma en doa ar marichal nerzh spontus leizh e zivrec’h, Job en doa kemend-all d’an nebeutañ, ha, gant Lom o tont da sikour e vignon, an daoù Satanaz en em gave barrek.

E berr amzer, Job a dennas e choug eus al lerenn hag, un taol penn e-kreiz e figur, setu astennet ar marichal reuzeudik war an douar.

— « A ! me a zesko deoc’h, marichal an diaoul, » a lavaras Job, « me a zesko deoc’h ho kentel. Klevout a rit ? »

Ar marichal a savas e benn. E fri a oa o wadañ. Ne gomprene ket re vat en holl ar pezh a oa c’hoarvezet. C’hoant en doa da lavarout : Petra an diaoul on deuet d’ober amañ ?

A ! ya, petra an diaoul e oa deuet ar marichal d’ober di ? Keuz, keuz bras en doa, mes re ziwezhat e oa.

— « A ! marichal, » eme Job, « Satanaz emaoc’h o klask ; gwashoc’h eget Satanaz hoc’h eus kavet. Azezit war an dorchenn a zo aze, e-harz ho treid, ha digerit frank ho tivskouarn ma teskin deoc’h ho kentel ! »

Ar marichal a sentas. Job a gendalc’has :

— « Marichal, klevit ! Ma lavarit ur ger ; klevout a rit ? ur ger zoken da baotred Landremel, a zo o c’hortoz ac’hanoc’h, en traoñ, war an hent bras, neuze, me hel lavar deoc’h, krenn