Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
197
GWERZ ET SONN


6 — Kan ker, Killore…
Keran c’houec’h rann a gement ouzoud-te.
— C’houec’h breur, c’houec’h c’hoar.
Pemp buoc’h du…
Keran c’houec’h rann a gement ouzonn-me

7 — Kan ker, Killore…
Keran seiz rann a gement ouzoud-te.
— Seiz de, seiz loar.
C’houec’h breur, c’houec’h c’hoar.
Pemp buoc’h du…
Keran seiz rann a gement ouzonn-me.

8 — Kan ker, Killore…
Keran eiz rann a gement ouzoud-te.
— Eiz dornerik war al leur
O torna piz, o torna kleur.
Seiz de, seiz loar…
Keran eiz rann a gement ouzonn-me.

9 — Kan ker, Killore…
Keran nao rann a gement ouzoud-te.
— Nao mab armet
O tonet deuz a Naoned,