Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
179
gwerz et sonn



Tri-c’houec’h gwalen a lien moan
Zo et d’ober eur boned d’ann dogan ;

C’hoaz a lere ann dogan kez
E oa manet he gorn braz emez :

M’am ije ken aliez a vuc’h korn
Hag a dogan a doug ar c’horn,

Me’m ije gret eur foar en Bre
Hag a vije hanvet ar foar neve ;

M’am ije ken aliez a vuc’h lez
Hag a dogan zo war ar mez,

Me rafe krampoez ha lez tro ;
Da gement dogan zo er vro.

M’am ije krampoez ha lez tro,
Me’dougje ezet ar c’hernio. —



Chanté par Jeanne Le Bornic, chiffonnière, de La Roche-Derrien.