Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
GWERZ ET SONN


Kement eo peb branel hi fri
’Vel ma eo kloc’h braz ar Vali.

Eunn daou-lagad a zo ’n hi fenn,
Zo ’vel daou-lagad eunn ijen ;

Kement eo hi daou-lagad
’Vel daou-lagad eunn ijen mad.

Eunn diou-skouarn a zo ’n hi fenn,
Zo ken ledan ha diou grampoen.

’Tre lein hi fenn ha choug hi c’hil
Zo daou devez bale d’eur c’houil.

Dre gorn hi skoa e c’houez hi fri :
En kreiz ma c’halon a plij d’in.

Unan tra plij d’in en ezhi,
Daou droatad hanter ’zo ’n hi fri.