Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/161

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149
GWERZ ET SONN


Neuze c’ha ’r c’hloareg iaouank
Da gaout Janed... oh ! — oh ! oh !
Da gaout Janed... oh !
— Eur pokik, ma dousik-koant,
Ouz-oc’h a c’houlennan — breman...

— E lec’h eur pokik, ma dous,
C’houi pezo daou ha tri — ia, c’houi
C’houi pezo daou ha tri ;
Ha malloz d’ar goall deodou
Zo koz d’hon disparti, oh ! — ia, c’houi... —

A-benn eunn eiz de goude
Janed zo chomet klanv ia, klanv
Janed zo chomet klanv,
Ma komans ar Bonomik
Dond d’en em chagrinan, — han ! han !...

Neuze za ’r Bonomik
E za da foueta bro — ho ! ho !
E za da foueta bro,
Da glask ar c’hloareg iaouank
Da gemer Janed, ho ! — ho ! ho !...