Pajenn:Quellien - Chansons et danses des Bretons.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
chansons et danses des bretons



Ken am o klevet ma c’henvidi :
Aoun ’m euz a savfe fachiri

— Na savo ket a fachiri,
’Wit ma’man ho koulenn ’barz ma zi.

— Ho pennherezig a c’houlennan
D’ann otro Koatreven ’zo aman.

— Otro Koadane, goud-ouz-oc’h a-vad,
’Wid ann dra-zo na ve ket siab,

’N eve perc’hen pemzek mil skoed leuve,
Hag hen n’euz gwennek deuz an-he.

Ma vije wid-oc’h poa he goulet,
Otro Koadane, na vijec’h refuzet.

— Otro Koatgoure, goud-ouz-oc’h ’vad
On-me eunn den veritab :

Na draïsin ket me sekreter ;
Hag ouspen e d’in c’hoaz breur-mager. —