Pajenn:Quellien - Breiz, poésies bretonnes.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
BREIZ



Da viz gwelen, bleun er parko,
’Toull ann nor stokaz ann Anko.



Arabad e goude kanvo
Daou da darempred ar beio ;

Ar re varo ’deuz kasoni :
Ho hun n’e ket mad da derri.

— Gwell ve ma lakât en douar
E-lec’h Naïk ! — garme he c’hoar.

Hag ouz hi c’hlevet oe true
Hep gallout kuz he c’harante.

D’ann abarde, eur c’horf kasti
Da sevel ouz ar gwele pri,

Hag a dolaz he ninsel wenn
Gand ann daouïk war ar ieoten.

Kaset daou arched da Naïk,
Evid he dous hag he c’hoarik.