Pajenn:Quéré - Kanaouennou Kerne.djvu/15

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
III


Mez carout a reont ive soniou ha guersiou

« Lâr dîn, anaout a rez ar vro
E kaner guerzio ha sônio
E tal ar fornigol, bep nos
E koun oberiou ar re gos ? »[1]

Ar vro-ze eo Breiz-Izel.



Al levr-ma ’ zo great, ive, evit rei sonj da re all, dre ma cavint sôniou coant ha guerziou caër, d’ho dastum ha d’ho miret. Nag a draou deread, great gant ar Barzet, a zo collet, siouaz ! abalamour n’int ket bet casset da voulla ! Ma vije bet cutuillet oll sôniou ha guerziou an Aotronez Gwillou, Pouliquen, Queinnec, Guizouarn, Herri ha n’ouzoun pet all, nag a vleuniou caër hon dije bet, hirio, e levr ar Barzonec.

Ouspen-ze, en amzer vrema, ar scoliou, skignet e peb parres, a ra brezel d’ar brezonec. Mil aon ’ zo na rankfe iez hon tadou kala dirag iez Bro-C’hall. D’ar vugaligou e’r scol e ve desket sôniou gallec. Ar zôniou-ze a ganont c’hoas pa vezont deut e’n oad.

Erruet eo bet gan-hen mont da veur a eured. Bep tro, pa vije debret lein, an dud yaouank en em lakae da gana. Mez, morse, na meus klevet cana eur ganaouenn

brezonec. Ato, sôniou scrivet, peur-liessa, e gallec saout

  1. F.-M. Luzel.