Pajenn:Picard - Gloan ha Pilhou pe Istor, Bourdou ha Traou-all.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —



Dilezel va c’hador,
Eur c’havell, eun tenzor,
Va skaon ken lufr ha koant
’Dalv he fouez en archant !…
Nan, ne rin ket, va zud !
Kouls ganen eur gwall vrud…
Ha klevit al lavar,
— Em affer, tra dispar : —
« Eur pec’hed diskleriet
« ’Zo hanter-zistaolet. »
Dre va fôt, dre va fôt,
Ha dre va brasa fôt !…


Me zalc’h ’ta va c’hador,
Eur c’havell, eun tenzor,
Va skaon ken lufr ha koant
A dalv eur bern arc’hant !