nezh a oa mat!... Ma ’c’h afen c’hoazh da glakañ
ur bannac’h all ! Diwallomp !... erru eo ar vaouez !
(ar gelaouenn en e zorn, mont a ra Gwüho en e goazez
war ur gador. Kato a zeu e-barzh dre an nor dehou ;
kerkent ha ma wel he den, e kemer leizh he genou,
a zour diouzh ar vured). ’C’hanta, Kato gaezh, torret
eo dit ?... Aon am boa e rankjen mont da gerc’hat
ar medisin pe ar person war da dro... Met peoc’h war
pezh a zo tremenet... Anzav a ran ec’h oan diwezhat
o tont d’ar gêr ; ur wech an amzer, ’vel just, e
talv ar boan krozal din, n’on ket ur Sant, pell
ac’hane, hogen te n’out ket ur santez ivez !... N’eo
ket gwir ?... Hola ’vat, gwall goeñvet eo da
zivjod !... Poan dent ac’h eus ?... (mont a ra en
e sav, droug ennañ) Setu amañ un houadez !...
Kaer am eus en em izelaat dirazi, bepred ne lavar
ket ur ger !... Daonet e vo kroc’hen va c’hazh ! n’in
ket da ’n em, stlabeziñ dirazi war va daoulin da
c’houlenn pardon, nann, ma karan !... Kato, kavet em
eus an tamm plaisenn az poa miret evidon, trugarez
dit... (goude ur pennadig) Ahañ ! evel-se emañ ar
bed ganit... Selaou ’ta, va flac’h, mat e oa ar
c’hrampouezh, ha n’em eus ket laosket unan evidout... hag
an ili-dant ne oa ket blazet fall ivez ! Petra, ne
lavarez ger c’hoazh ?... Klañv out ’ta, Kato, ha klañv-
moñs, peogwir e c’hellan anzav va fec’hedou, hep
klevout diganit pet eur eo... Alo, Kato, alo ’ta, n’az
poa ket ezhomm da gaout aon, me n’on ket un den
fall, ur Ravachol bennak... Goùt a rez a-walc’h, kaer
am boe blejal pe skeiñ war an daol, biskoazh n’em
eus savet va dorn warnout... N’eo ket me, moarvat,
troc’her-moc’h Langoad... Selaou ’ta, Kato, dek vloaz
ec’h omp dimezet, hag eizh vloaz bennak n’am eus
ket poket dit. ’C’hanta, evit va finijenn, setu amañ
ur mañig... Neuze ’ta mut ec’h out, ha mut e chomi,
kaer em bo troidellañ en-dro dit ?... Mat, kae da
Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/72
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
AN DAKENN DOUR