Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
E-TAL AR POULL


JALM

Petra ’rit, paour kaezh maouez ! bremañ oc’h gwelloc’h avat. Setu aze on lakaet gleb-dour-teil ganeoc’h.

JABEL

Roit peoc’h, ha sachit mort, ha sachit avat.

JALM (Droug ennañ a ra ur frap krenn ; e wreg a ziskrog eus al liñsel, a ra ur gammed a re a-dreñv hag a gouezh er poull).
JABEL

O va Doue ! O va Doue ! petra hoc’h eus graet, Jalm, deuit ’ta buan, da reiñ an dorn din da sevel ac’han.

JALM

An dra-se n’emañ ket war va faper.

JABEL

O ! me ’gav din eo torret va gar ouzhin ; en dour emaon betek va c’hazelioù. Deuit ’ta buan, beuzet e vin c’hoazh, amañ ma ne girit ket diwall.

JALM

Krogit er vein ha lammit er maez.

JABEL

N’on ket gouest da fiñval gant ar boan a zo em gar. An dour a zo yen-skorn. Emaon o vont da goll va anaoudegezh, aiou ! aiou ! Roit din ho torn ’ta.

JALM

An dra-se n’emañ ket war va faper. Me a raio ar pezh a zo skrivet ha netra ebet muioc’h.