Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
E-TAL AR POULL


JALM

Ken doñjerus eo ar ger hag an dra.

JABEL

Skrivit hen, evelato, amboubal. An Aotrou-mañ dizale a gemero doñjer ouzh pep tra.

JALM

Livirit ar pezh a garot, evidon-me, m’hen tou, ne walc’hin ket al lienennoù se. Eo moarvat sur !

JABEL

Hen ober a reot, dre gaer pe dre heg. Ma n’her grit ket e vezot lopet ken a c’houlennot dour da evañ.

JALM

A ! mat! lakaomp her grafen neuze ma vo peoc’h en toull-mañ pelloc’h, satordallik.

JABEL

N’ho pezo netra ken da ober goude-se nemet lakaat un tammig urzh en ti, a-raok mont d’ho labour all, er maez. Bremaik am sikourot da weskel ar bern liñselioù-se ma vezint lakaet da sec’hañ ; skrivit.

JALM

Mat eo. Met, va Doue, penaos e teuin a-benn da sanailhañ kemend-all a draoù em spered. Noz-deiz e rankin bezañ o teskiñ va c’hentel.

JAKETA

Hastit afo sinañ ar paper-se.