Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
E-TAL AR POULL


JABEL

Mont d’ar poull, gwalc’hiñ an dilhad, ober lisiv, redek ar c’houez.

JAKETA

Mont ahont, dont amañ, redek a-gleiz hag a-zehou ha poaniañ evel an drouk-spered.

JABEL

Terriñ an toaz, e gas din d’an ti-forn ha diwall na vefe panenn pe suilhet ar bara.

JAKETA

Kas an arreval d’ar vilin, ribotat, silañ ar yod.

JABEL

Ha ma n’oc’h eus ket a c’hoant da vezañ kannet, fichañ ar gweleoù, kerkent ha goulou deiz.

JAKETA

Lakaat ar pod war an tan ha skubañ an ti.

JALM (torret e benn outañ a laka e zaou zorn war e zaoulagad)

Asa ! Asa ! penaos a gav deoc’h e vefen gouest da skrivañ kemend-all a draoù. Komz a rit ho-tiv en ur bern ! Livirit ar pezh hoc’h eus da lavarout an eil goude eben.

JAKETA

O lavarout edon eta ho po an toaz da lakaat e go.

JABEL

Ha goude p’ho po goret ar forn lakaat an toaz e-barzh.