Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
AN DIV ZREMM


boa va spered. Diskiant on bet gant ar glac’har ha dall ha fall... Na leñvit ket mui... Sellit ouzhin, Rozen ! va Rozen-din oc’h c’hoazh, va Rozenig-me !

ROZEN

Perak klask frealziñ va glac’har evel ma vefen ur plac’hig vihan, Malo ? Perak klask va frealziñ bremañ gant komzoù na soñjit ket enno ?

MALO

A, Rozen, m’hen goar re, gounezet em eus kant gwech an tamall a rit din ! Va c’hredit, neoazh : ar wirionez a lavaran bremañ. Rozen, ne soñjen ket tuchant er gerioù a zistagen em glac’har. Rozen, e gwirionez, biskoaz n’em eus soñjet enno !

ROZEN

Evit va frealziñ eo e lavarit se !

MALO

Penaos bezañ kredet bremañ... Rozen, ne fell ket deoc’h kompren neuze : va Rozen din-me !

ROZEN (o hejañ he fenn)

Evit va frealziñ eo e lavarit se !

MALO

Ha ret e vo din hen touiñ ?... Sellit ouzhin ! Hag e c’heller lavarout gaou gant un dremm ’vel m’em eus ? (Tostaat a ra e dal ouzh he zal stouet).

ROZEN (o kelc’hiañ e c’houzoug,
tost da semplañ gant an dudi)

A, Malo... (Pazañ a ra).