Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
AN DIV ZREMM
DIVIZ X
ROZEN, MALO
Rozen a zeu tre.
ROZEN
Setu ho torzh vara, va moereb. E pelec’h hen lakaat ?
MOUEZH AR VAMM
Lezit anezhi war ar skaoñ, paket en tamm lien gwenn a zo e korn an daol !
Trugarez.
ROZEN (kempenn a ra an traoù)
N’eus ket peadra !
Bremañ, Malo... (Krenañ a va he mouezh)... Ret eo din mont, ...mont kuit da viken.
MALO
Paour kaezh. (Dezhañ e-unan) ...Klañv !
ROZEN
Ret eo din mont hep ur ger a garantez,... evel ur baourez ma ’z on, peogwir em eus kollet ar galon a garen.
MALO
Rozen !
ROZEN
Evel ur baourez... o c’houlenn diganeoc’h aluzon ur ger tener kent dezhi mont kuit. Ya, emaon evel ur baourez o klask he bruzunenn vara, ...o klask evit netra.