Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
AN DIV ZREMM


AR VAMM

Ar c’hleñved a zebr ar skevent.

MALO

Va Doue ! va Doue ! (Ur pennad digomz). Ne oa ket klañv miz ’zo !

AR VAMM

Ne oa ket klañv c’hoazh, marteze, betek nozvezh an Tan. Peurliesañ, siwazh, an dud yaouank ne vezont ket klañv pell amzer !

MALO

Mamm !

AR VAMM

Va faour kaezh Malo ! Gwenola Pavek, hag hi a zo bet pell war he gwele ?

MALO

Rozen Pavek klañv ! Rozen Pavek klañv evel he c’hoar ! Klañv da vervel, marteze ! N’eo ket gwir, mamm. Ne c’hell ket bezañ gwir !... Piv en deus lavaret deoc’h ?

AR VAMM

Ne vern... selaouit !

(Klevout a reer pazañ er-maez).

MALO (torret e nerzh)

Mantrus !

(Pazañ a glever adarre).

Rozen Pavek klañv... va fried !

AR VAMM (oc’h aspediñ, a vouezh izel)

Malo... Setu-hi o tont en-dro ! Malo, daoust ma ka-