Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
AN DIV ZREMM
MALO
Paour kaezh Rozen !
AR VAMM
C’hwi ’wel!
MALO
Met n’eo ket ganti eo c’hoarvezet an dra... ganin- me eo.
AR VAMM
Ar pezh ho pefe graet c’hwi, Rozen Pavek hen gray.
MALO (goude bezañ chomet digomz ur pennad hir.
O sellout e daoulagad e vamm)
Mamm, ur wech c’hoazh, e fell din gouzout emañ eürus.
AR VAMM
Ha neuze ?
MALO
Ha neuze, peogwir ne c’hell ket mui Rozen Pavek bezañ eürus ganin, me ’oar ar pezh am eus d’ober.
AR VAMM
Penaos e...
MALO
Pelec’h emañ ar melezour ? (Gant dic’hoanag)... C’hwi ’wel, ne vern ar wirionez, e fell din gouzout... Me ’soñj bremañ en unan na lavaro ket gaou din... Ez an betek ar puñs !
AR VAMM
En anv Doue !