Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
144
TORFED AR FRER JUNIPER


mat am eus lavaret deoc’h evit sikour o breudeur en o ezhommoù.

KOUER

Kompren a ran…

JUNIPER

Setu, va den mat, va breur, an Aotrou Doue en deus roet ar pemoc’h-se deoc’h da virout…

KOUER

Ker eo koustet din.

JUNIPER

Hag en deus lakaet anezhañ war va hent…

KOUER

Siwazh din !

JUNIPER

Ha me ’zo sur, c’hwi hoc’h eus dibabet anezhañ gant ho kalon hag ho madelezh kristen, dibabet a-douez ho moc’h all — an hini kuilhañ, an hini kaerañ, an hini muiañ karet — evit pareañ ar frer Goulaouig.

KOUER

N’eo ket gwir… n'eo ket gwir… n’em eus graet dibab ebet.

JUNIPER

Eo ! eo ! (o tiskouez ar frer Goulaouig). Sellit outañ ! Paour kaezh breur, un dudi eo gwelout anezhañ bremañ ker koant hag ur boked-mae, — hag e oa deut amañ, pladet ha drouklivet, evel ur fiezenn en he boest… hag e stomok, ker figus a-raok, en em glev gantañ bremañ eus ar gwellañ. Abalamour deoc’h… abalamour d’ho troad. (E barr al