Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
122
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


a ra war va zeod. Me ’garfe sevel va daouarn. Met sellit, derc’hel a ’ra va divrec’h !

KENTAÑ SKOLAER

Piv, Fostus ?

FOSTUS

Mefistofelez ! Aotrounez, gwerzhet em eus va ene dezhañ, hag ac’hano e teue va holl c’halloud !

EIL SKOLAER

Doue ra viro !

FOSTUS

Doue ra viro, ya ! Met Fostus en deus graet an torfed-se. Evit kaout plijadur e-pad pevar bloaz warn-ugent em eus kollet ar blijadur hag al levenez a bad bepred. Skrivet em eus ul lizher, sinet gant va gwad. Echu eo ! Deut eo ar c’houlz merket, hag emañ o tont d’am c’herc’hat.

KENTAÑ SKOLAER

Perak n’hoc’h eus ket komzet dimp a-raok ? Amzer hor bije bet da bediñ.

FOSTUS

Alies em eus soñjet hen ober. Met an diaoul a ginnige drailhañ va c’horf kement gwech ma venegen anv Doue. Ha bremañ eo re ziwezhat. It kuit, aotrounez, gant aon na varvfec’h ivez.

EIL SKOLAER

Petra ne rafemp ket evit saveteiñ Fostus ?

FOSTUS

Na gomzit ket ac’hanon. It kuit, va mignoned kaezh.