Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


VAKNER (o tistagañ ar palvad dezhañ)

Dal da bemp mil lur !

En em gannañ a reont, hag an eil o redek warlec’h egile, ez eont kuit. O c’hlevout a reer oc’h en em gannañ c’hoazh ur pennad e tu ar c’hoariva.


NAVET TAOLENN

Ar ouel a sav. Emañ Fostus en e gambr-studi gant daou skolaer kozh.

FOSTUS

Siwazh, aotrounez !

KENTAÑ SKOLAER

Petra a c’hoarvez gant Fostus ?

FOSTUS

Siwazh, va mignon kozh, ma vijen chomet ganeoc’h amañ, em bije hir amzer c’hoazh da vevañ. Bremañ avat a rankan mervel da viken ! Sellit ! Ne zeu ket ? N’emañ ket o tont ?

EIL SKOLAER

Petra ’lavar Fostus ?

KENTAÑ SKOLAER

’M eus aon eo aet klañv e spered dre vezañ re e-unan.

EIL SKOLAER

Neuze ez eus medisined hag a c’hell e bareañ.