Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


VAKNER

Re varc’had-mat eo. Ma werzhañ anezhañ, e rankan kaout c’hwec’h mil lur.

AR MARC’HEGER

Siwazh, aotrou, n’em eus ket. Ha koulskoude c’hoant am eus da gaout ho marc’h. Ha lavaret hoc’h eus bremaik n’ho poa ken ezhomm anezhañ. Perak ne fell ket deoc’h e werzhañ ?

VAKNER

Ar pemp mil lur a zo ganit ?

AR MARC’HEGER (o tennañ arc’hant eus e c’hodell}.

Amañ emaint, aotrou.

VAKNER (o kemer an arc’hant)

Ma ! peogwir out ur paotr onest, hag ec’h eus ur wreg ha bugale, ar marc’h a zo dit. Va mevel a roio anezhañ dit pa giri. Met un dra a rankez klevout da gentañ : arabat mont en dour gant al loen-se.

AR MARC’HEGER

Penaos, n’hellan ket reiñ dezhañ dour da evañ ?

VAKNER

Ro dezhañ dour da evañ kement ha ma kiri. Met arabat, a lavaran, kas anezhañ e-barzh an dour. Pa gavi ur c’hleuz pe ur wazh-dour dirazout, lak anezhañ da lammat dreist pe da vont e-biou. Mod all out kollet.