Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


An Ifern hag ar Barados a stourm em bruched ! Da bellaat ar marv, petra ne rafen ket !

MEFISTOFELEZ

Trubard ! Din-me eo da ene ! Disentet ec’h eus ouzh va mestr Lusifer. Lavar ur ger muioc’h, ha drailhañ a ran da gorf.

FOSTUS

Klev, Mefistofelez. Plegañ a ran. Goulenn a ran pardon ouzhit hag ouzh da vestr. Ma ne gredez ket, prest on da sinañ gant va gwad adarre al lizher am eus graet gwechall.

MEFISTOFELEZ

Gra neuze, ha buan, gant aon na c’hoarvezfe c’hoazh gwashoc’h ganit.

FOSTUS

Hag ouzhpenn, da bediñ a ran da gastizañ an den kozh-se, en deus kredet dont betek amañ d’am c’huzuliañ fall.

MEFISTOFELEZ

Bras eo e feiz. N’hellan netra a-enep e ene. Met pezh a c’hellin ouzh e gorf a rin sur mat.

FOSTUS

Un dra all, va mevel karet, a c’houlennin diganit. An Helena-se, am eus damwelet bremaik, me a garfe he c’haout em c’hichen, ma c’hellin ankounac’haat gweIIoc’h va stad, ma vo aesoc’h din chom feal da Lusifer.