Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
FOSTUS AN DOKTOR DAONET
MEFISTOFELEZ
Ha bremañ, Fostus, ez on da vevel.
FOSTUS
Lavar din neuze, pelec’h emañ an Ifern ?
MEFISTOFELEZ
Dindan an Neñv.
FOSTUS
Ya, met pelec’h ?
MEFISTOFELEZ
N’en deus na lec’h na ment. E-lec’h m’emaomp emañ, e-lec’h m’emañ e rankomp bezañ.
FOSTUS
Diotachoù !
MEFISTOFELEZ
Gortoz, hag e weli !
FOSTUS
Kavout a ra dit e vin daonet ?
MEFISTOFELEZ
Emañ al lizher em dorn. Ha n’ec’h eus ket sinet ? Ha n’ec’h eus ket roet da ene da Satan ?
FOSTUS
Eo, ha va c’horf ivez war ar marc’had ! Petra ’vern ? N’on ket sot a-walc’h da grediñ, emichañs, ez eus poanioù da c’houzañv goude ar marv ! Sorc’hennoù goullo, koñchoù gwrac’hed kozh !