Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/257

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ermitach? » « — Daoust, eme ar Zant, ha c’houi a lavarfe da eunn den a ve o veva enn eur gambr a gostez, chom var he dorchenn heb finval epad ma ve ann tan goall e ti he dad ? » « — Ne lavarfenn ket avad, eme Valens. » « — Mad, eme Aphraat, c’houi oc’h euz lakeat ann tan e ti ann Aotrou Doue, e ti hon tad d’eomp holl, ha me am euz kuiteal va ermitach evit sikour he vouga. E leac’h eta tamall ac’hanon, e tlefac’h kentoc’h en em goundaoni hoc’h-unan p’e guir ann tan-ze a zo bet c’houezet ganehoc’h. » Ann impalaer ne respountaz netra d’ar c’homzou diveza-ma hag a lezaz ar Zant da vont gant he hent.

Valens o veza great fin fall prest goude, sant Aphraat a zistroaz d’he ermitach hag a varvaz eno enn eunn oad braz var dro ar bloaz 400.


SONJIT ERVAD

Pa grog ann tan goall enn eunn ti bennag, dever ann amezeien eo diredet holl da glask he vouga. Evelse ive dever ann holl dud fidel eo en em zikour da zifenn ar relijion hag ann lliz pa vez great brezel d’ezho. Peb hini a dle en em zervichout evit kement-se euz ann armou a zo dioc’h he zoare. Ar re a c’hell ober vad dre ho c’homzou pe dre ho skridou a dle sevel ho mouez pe labourat gant ar bluenn heb aoun ebed, evit diarbenn ha trec’hi enebourien ho feiz ha rei kaloun d’ho breudeur ha d’ho c’hoarezed kristen. Ar re ne c’houzont nemed pedi a dle kreski ho fedennou hag ho devosionou evit obten digant Doue ar peoc’h hag ar viktor var mevellien Satan. Mes arabad eo da nikun ober evel eur c’hrouadur ha ne rafe van ebed evit klevet lavaret ema ann tan e ti he dad.




ann eizved devez a viz ebrel


SANT PERPET, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet enn Aovergn hag en devoa kalz leve; mes ober a reaz ato eunn implij mad euz he zanvez. Piz oa outhan he-unan, mes e kenver ar beorien oa brokuz ha foran zoken, o veza bet hanvet da