Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/896

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
888
pedennou dioc’h ar mintin

rum, ut indulgentiam, quam semper optaverunt, piis supplicationibus consequantur. Qui vivis et regnas in sæcula sæculorum. Amen.

Requiem æternam dona eis, Domine.

— Et lux perpetua luceat eis.

Requiescant in pace. — Amen.


Gourc’hemennou Doue (Giz Leon)


1. Eunn Doue hebken a adori,
     Ha dreist peb tra holl a giri.
2. E vean he hano na doui ket,
     Nag ive netra all ebed.
3. Ar zuliou santel a viri,
     E servich Doue, ouz he veuli.
4. Da dad, da vamm a henori,
     Evit pell amzer ma vevi.
5. Diouall na lazi den ebed,
     Nag a zezir, nag a effet.
6. Lubrik ne vezi ket ivez,
     Nag a gorf, nag a volontez.
7. Laerez na miret madou den,
     E gouiziegez na ri biken.
8. A enep den fals testeni,
     Na gaou ebed na liviri.
9. Ne c’hoanta dre luksur pec’hi,
     Nag e sonj vil n’en em lezi.
10. Na zouhet madou da hentez
     Evit ho c’haout dre falzentez.


Gourc’hemennou ann Iliz


1. Ar goueliou berz a zantifli,
     Neuze peb labour a lezi.
2. Ha kleo devot a benn da-benn,
     Sul ha gouel-berz ann offerenn.
3. Eur vech er bloaz. da vihana,
     E kovesai heb nac’h netra.
4. Ha da Grouer a resevi,
     Da bask, devota ma c’helli.
5. Iun a ri ann daouzek deiziou,
     Ar c’horaiz hag ar vijilou.
6. Kig, nemed da zeiz Nedelek,
     Guener ha sadorn ne zebr ket.



Maria, Mater gratiæ, Mater misericordiæ, tu nos ab hoste protege, et horâ mortis suscipe. Amen.




E TREGER


Pedennou dioc’h ar Mintin ha dioc’h ann Noz


Akt a fe var brezans Doue

Va Doue, me gred fermamant
Penaoz e oc’h aman prezant,
Rak-se, gant guir humilite,
Me rent hommach d’ho majeste.


Akt a adorasion

M’hoc’h ador, Doue, va C’hrouer,
M’hoc’h ador, Jezuz, va Zalver,
C’houi eo va mestr ha va Roue,
Ha d’ehoc’h ounn tout korf hag ene.


Akt a drugare

M’ho trugareka, va Aotrou,
Demeuz hoc’h holl madelezou :
D’am bea krouet ha prenet,
Hag enn hoc’h Iliz resevet.


Akt a offrans

Kement a rinn, a livirinn,
A zonjinn pe a andurinn,
A offrann holl da c’hloar Doue
Dreizhoc’h, Mari, mamm a drue.


Ekzamin a goustians

Va Jezuz, roit d’inn sklerijenn
Evit ober va eksamen,
Hag eur gontrision barfet
A gement pec’hed am euz gret.


Akt a gontrision

Va Doue, me zo glac’haret
D’ho pea kement offanset,
Abalamour d’ho madelez,
D’ho majeste, d’ho zantelez.


Resolusion

Me a bromet d’en em viret
Gant gras Doue ouz peb pec’hed,
Specialamant ouz ar re
Ma ounn muia kustum d’ezhe.


Akt a c’houlenn

Sellit ouzinn, o va Jezuz !
Roit d’inn eur c’hras presiuz,
Ar c’hras d’ho servicha fidel
Ha d’ho karet betek mervel.


Pedenn d’ar Verc’hez

Guerc’hez, va mamm garantezuz,
Va rekommandit da Jezuz.
Guerc’hez, va mamm ha va itron,
Me rekommand d’ehoc’h va c’halon.


Pedenn d’ann El-Mad

Va El-Mad, mesajer Doue,
Miret va c’horf ha va ene,
Va miret ouz ann drouk-spered
Ha dreist peb tra ouz ar pec’hed.


Pedenn d’ann holl Zent

Me o ped, Sent ha Sentezed,
Da vea va alvokaded,
Obtenit d’inn digant Jezuz
Eur maro mad hag evuruz.


Pater, Ave, Credo, Confiteor, etc, etc.