Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/891

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
883
pedennou dioc’h ar mintin

bloaz-ma ; marteze oc’h bet meur a vech e stad a bec’hed marvel : ma vijac’h marvet er stad-se, e pe leac’h e vijac’h-hu brema ? Goulennit pardoun digant Doue, euz a greiz ho kaloun, euz ann holl bec’hejou m’oc’h kouezet ennho epad ar bloaz tremenet ; trugarekait anezhan evit ann holl grasou oc’h euz resevet diganthan, ha lakit ho poan d’he zervicha guelloc’h epad ar bloaz a zeu, ha da veilla varnhoc’h gant muioch a evez evit en em ziouall diouz ar pec’hed. Mar c’hoantait, e guirionez, kreski hoc’h aket da labourat evit ho silvidigez, sonjit aliez er maro, ha tremenit ar bloaz ha peb devez anezhan ec’hiz pa dlefent beza ar re ziveza euz ho puez.

FIN
————


TAOLIT EVEZ

Kalz tud, p’ho alier da ober ar pedennou e komun noz ha mintin, pe da nebeuta dioc’h ann noz, a lavar ne c’houzont ket grasou. Eun digarez fall, hag eur gaou ! Piou ne c’hoar Pater ebet ann holl ? Mad, grasou a zo n’euz forz pe seurt peden great gant tud ann ty oc’h en em respount. Evelato, evit ma vezo easoc’h kemeret pe heulia ar c’hiz kaer euz ar beden e komun, e lakeomp ama ar pedennou a dle beza great e peb tiegez kristen.


PEDENNOU DIOC’H AR MINTIN HA DIOC’H ANN NOZ
e kerne, e leon hag e treger
————
EVIT LEON HA KERNE
————
pedennou dioc’h ar mintin

Enn hano ann Tad, hag ar Mab, hag ar Speret-Santel. Evel-se bezet great.

evit adori doue
M’hoc’h ador, ma Doue, ma C’hrouer,
M’hoc’h ador, Jezuz, ma Zalver ;
Hirio ha keit ha ma vevinn
Ho servicha humbl a fell d’inn.

evit trugarekaat doue
M’ho trusgareka, ma Aotrou
Evit hoc’h holl madelezou :
D’am beza krouet, konservet,
Prenet, enn Iliz resevet.

evit en em rei da zoue
Kement a rinn, a livirinn,
A zonjinn hag a andurinn,
A offran holl da c’hloar Doue
Dreizhoc’h, Mari, mamm a drue.

prometomp beza fidel da zoue
Me a bromet en em viret
Gant gras Doue, diouz peb pec’hed,
Hag observi lezenn Doue
Evit plijout d’he vajeste.

goulennomp grasou doue
O ma Jezuz, sellit ouzinn,
Ha roit d’inn ar pez a fell d’inn ;
Roit d’inn ar c’hras d’ho karet bepred
Hag ar c’hras n’hoc’h offansinn ket.

pedomp ar verc’hez
Guerc’hez Vari, mamm benniget,
Var va maro ma zikouret ;
Guerc’hez Vari, mamm da Zoue,
O pet truez ouz ma ene.

pedomp hon eal-mad
Ha c’houi, ma Eal mad, kannad Doue,
Miret ma c’horf ha ma ene ;
Va miret ouz ann drouk-spered
Ha dreist peb tra diouz peb pec’hed.

hor patron pe hor patronez
Ma faeron, ne veritan ket
Dougen ann hano a zouget ;
Koulzkoude pa’m euz ann henor,
O pet truez ouz ho fillor.

Ar merc’hed :
Ma maeronez, ne veritan ket
Dougen ann hano a zouget ;
Mes, me ho ped, va maeronez
O pet sonj euz ho fillorez.

pedomp jezuz hag ar zent
Jezuz, Mari ha Joseph, Anna ha Joachim,
S. Mikeal, va Ael-mad, s. Per, sellit ouzinn ;
Ma faeron, Santez Barba, gloriuz S. Korantin
Brema ha var va maro, o pet truez ouzinn.