unaniez ret da virout kenetrezo evit beza kreñv. Ar c’houlz, avat, n’oa ket deut ha n’oa ket dare an dud c’hoaz evit eun hevelep burzud. Evel ma oa, ar garantez-veuriad a voe, moarvat, en he c’hiriegez, dreist da bep tra all er bed, diskar Keltia. Dre na daole ket e sellou en tu-hont d’e harzou striz, pep meuriad a Geltia a leze e amezeien da veza flastret hep rei skoazell d’ezo ha ne save d’an emgann nemet, end-eeun, p’edo an enebourien war e gein e-unan. Dre ma felle d’ezo kreski dreist d’ar bevennou reiz galloud ha pinvidigez o foblad ha lufr ha brud hec’h ano, e voe ar Genomaned en Italia, an Aedued, ar Remed, al Lingoned e Galia renavied ouz kaoz difennerez Keltia, darn dre chom er-maez eus ar brezeliou etre Kelted ha Romaned, darn-all dre feuria brezelekaat a-du gant Roma ha pourchas d’ezi soudarded d’en em ganna ouz o breudeur.
Ar meiz. — Balc’hder ha spered hedro ar Gelted a zisleberas enno alies ar c’haera donezonou-natur, ken a benn, ken a galon, nemet n’oufemp ket lakaat en arvar o dije bet an eil re kerkoulz hag ar re all. Gouezet o deus o rouanez dibab d’o stadou ha d’o c’hêriou lec’hiaduriou emzao : dre o c’havadennou, ar vicherourien hag al labourerien-douar anezo o deus kendrec’het da astenn tachenn ar Ouiziegez ; taoliou-ampartiz e-leiz a zo bet graet gant o fenvrezelourien : Brennos a ouie dreist bleina e dud ha ren e armead en eur vro veneziek ha diaes evel ar C’hres ; Verkingetorix a lakas en argoll Kaesar, an akuita, moarvat, eus holl bennou-brezel an Hen-amzer.
Mat ha prim e oant da zeski. Autaritos, penn ar c’hopr-soudarded e servij Karthada, a gomze ar phenikianeg kerkoulz hag ar c’heltieg hag a zistage, er yez ken diaes ha ken disheñvel diouz e hini, prezegennou helavar. Ar C’halianed hag ar Gelted all eus an Douar-bras sujet da Roma a zeskas buan al latin hag a voe alïes par d’ar Romaned d’ober gant o yez, evel m’her gweler dre niver ar yezadurourien, ar brezegerien, an danevellourien a rojont da Roma. Er c’henta kantved goude H. S., Agricola a veule skiant-natur lemm ar Vretoned « dreist », emezañ, « da skiant desket ar C’halianed ».
N’oant ket diaked ha ne serrent ket, a-ratoz, o daoulagad ouz ar skoueriou mat a zeue d’ezo a-berz ar poblou all. Pa