Pajenn:Milin Pradère - Barzhonegou, 1872.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
450
LA BRETAGNE POÉTIQUE.


Evel-d-oud-te ne deuz e-leiz ;
Te a zo mad, karantezuz,
Gwirion ha leal evel ar feiz,
Da unanik ha truezuz.

Choumet oud e Breiz, mignounik,
War-lerc’h ann hanv da rei chouez-vad ;
Hevel ouz-id, ar sidanik
Doaniet a gan, a huanad.

Kana a ra leiz he ene
Kement tra zo mad da garet :
Sent Breiz, hon tadou zo en Ee,
Ar re ama zo glac’haret.

Huanadi, o pedi Doue
Da rei d’ar re glanv ar iec’hed,
D’ann emzivad, evel-d-oud-te,
Eur galoun d’he domma bepred.

’Vel he galoun, enn da gichen
Nijal a garfe ar sidan ;
He askel a-zindan da benn
A rofe d’id nerz ha dizoan.

D’id e kanfe, bokedik glaz,
Toniou biskoaz n’es peus klevet,
Toniou a lakfe ar mor braz
Betek ar stered da lammet.

Toniou int ha kaer ha santel,
Desket d’ezhan a-vihanik,
Pa voa en he neiz gant eunn el
Ha gant he vamm, barz sidanik.

Toniou int a ve ken nerzuz
En ho raok ma rankfe tec’het
Pep poan, mignoun karantezuz,
Gant da c’houez-vad ma vent mesket.