Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/54

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Diwar dal ar barner ann dour a zivere,
O klask gouzout ann tu d’ann eil ha d’egile.
    P’ho devoe enn em gutuillet,
    Rebechet, iouet, rendaelet
    Ha beb eil en em damallet,
Ar marmouz, o welet penaos edo ’r c’hoari,
A lavaraz d’ezho, drouk enn-han a zevri :
— « Brema, va mignouned, me c’hoar mad ho toareou,
» Hag ho taou e paeoc’h ar gwir hag ar mizou.
» Rak te, bleiz, en em glemm hep na d-oud bet laeret,
» Hag ar pez a c’houlen, te louarn, peuz kemeret. »

Ar bamer lavare c’heller, a-dreuz, a-hed,
Bam daou zen zo fallahr, hep fazia tamm ebed.



ANN DEN GOUEZ HAG ANN TREMENIAD
————

Gourvezet a zindan eur roc’h
Eunn den gouez, a-bell dioc’h ama,
Hag he vugale dizoroc’h
A voa o vont da verenna