Pajenn:Milin - Furnez ar geiz.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Dioc’h ar mestr ar mevell, dioc’h ar vestrez ar plac’h ;
Lost ar c’hi a fistoul, paour keaz, digor da zac’h !

Dister dra eunn den rok ha pa ve Impalaer,
Gwelloc’h kaloun izel eur paour keaz zo glaouaer.

Diwallit oc’h ann drouk zo gan-hoc’h tamallet,
Enn aoun rak dismeganz, enn-hoc’h ma ve kavet.

Diwallit oc’h meuler : gant ar c’han ar c’haera
Eo e vez al labouz kaouedet ar gwella.

Diwar-benn traou dister vez trouz er bed aliez,
D’eur spered drouk eo diez gwelet ar wirionez.

D’ober eunn dro er bed eo digaset ann den,
Gant peadra a-walc’h da baea he skoden.

Doue a ro war ar bed galloud da dud a zo,
Evit ma tamantint, pa vezo great ho zro.

Dre lenn kalz, na zeskit nemet ar pez zo mad ;
Nemet mel ar boked gwenanen ne zibab.

Dre ma teu lard ar c’horf, teu pounner ar spered ;
Ann dud ne dlefent ket beva evel loened.