Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
doctrin ar guir gristen.

eus hor buez : hon alia a ra da gaout alies recours d’an tri ferson adorabl eus an Drindet ha d’o enori, o santifia mad ar zuliou hac oc’h ober pep tra evit o brassa gloar… Ne gomprenomp quet myster an Drindet; mæs ar Scritur sacr a zo test penos Doue en deus en discleriet, hac ar ræson a lavar deomp penos quemen-se a zo avoalc’h. Adoromp eta a greiz hor c’halon ar virionez-ma pe-hini na gomprenomp quet, ha lavaromp alies gant santimanchou bras a feiz hac a garantez evit Doue: Santel, santel, santel eo Doue an armeou : an êe hac an douar a so leun eus e c’hloar ! Gloar d’an Tad, gloar d’ar Mab, gloar d’ar Speret Santel! A vrema, da jamæs !!! [1]

myster an incarnation.

En em incarni a sinifi quemeret corf, en em ober den. An eil ferson eus an Drindet, Doue ar Mab, en deus quemeret ur c’horf hac un ene henvel oc’h hon rê-nî, ê corf ar Verc’hes glorius Vari pehini e deus er c’honcevet hac er ganet hep offanç-ebet d’he guerc’hded, hac hep an disterra poan ; mæs o chom bepret guerc’hes, evel ma eo chomet hor Zalver bepret Doue, petra bennac ma en deus en em visquet eus an natur humen. N’en deus quet quitteet an êe evit beza disquennet var an douar, na deut da veza biannoc’h o cuzet e zivinite hac e c’halioud dindan furm ur c’hrouadur : evel-se, ne ziminu netra eus e berfectionou divin, o cuzet e gorf, e voad, e ene hac e zivinite dindan ar speçou a vara hac a vin er sacramant eus an auter. Ar c’horf hac an ene-se en deus quemeret ê corf ar Verc’hes Vari,

  1. [Pedennoù an oferen, diwar Is. VI, 3.]