‘,"564 Sautes Birçtt. titre. prouvet en ur c’honcil, ba cals a eneou mad a guef enuau moyenou bras evit en em santifia mui-oc’h-mui. Erfin goude beza anduret epad ur bloas ur c’hlènvet anquennius, e achuas be buez dre ur maro precius, er jbloas 1373, oajet a unnec vloas ha tri-uguent.
Maximou spirituel santés Birgit.
- 1. Ne d’è quet ur sign vad beva hep un affliction, hep un tribnil pe un dentation bennac, pa en deus lavaret Jésus-Christ: Piou bennac ne zoug guet he groas bemdez, ne d’eo quet dign ac’hanon. :
2. Dalc’hit evit un drq assur penausan oræson a so guir vagadurez an ene, ac ar c’haon dre behini Doue azistii én bor c’halonou ar gliz eus he visericord.
3. Na guitaït quet hoc’h oræson, evidoc’h da veza e sec’hor, hep goût ebet; ho silataç a barlanto evidoc’h, hac ho tisconfort en em chenjo e peden, mar gouzoc’h en em résina da volonté Doue.
4. An nep a gouez alies ën ur faut bennac dre infir- mité, ne die quet disesperi he galon, mæ» en em humilia^ ar vanité a ra coll couraij, mæs ar guir humilité a ra quemer ur gouraij nevez. :
5. Ar guella tra oufemp ober, eo oc’h en em acquità eus hon dever guella ma eUomp, en. em abandoni d!ar gundu carantezus a Zoue, quen evit necessiteou ar vuez-mâ, quen evit an affer eus hor silvidiguez.
REFLEXION.
Ar santes-mâ e deus cunduet ur vuez bepret santël, ha hepret penitant ba mortifiet. Ar binijen pe ar vortifi-cation a so avantajus hanecesser da pep-unan; necesser 6 mortifia he voall inclinationou ; ret ê renonç d’ar plija-durezou difennet, ba d’ar re danjcrus evidomp. Avantajus eo en em briva eus ar plijadurezou memes permetet : rac seul-vui e renonçot d’ar blijadurezou an douar, seul-vui a gonsolation a recefot eus an eê.
Pa ne gafemp quen avantaij .er soufrançou, nemet ma hon rentont hènvel ous Jésus crucifie’, na dlefemp-ni quet ho c'haret ? Mar hon eus carantez evit Jésus, e rencomp mont d’he heul, he imita, beza henvèl outan. O Salver adorabl ! penaus e ellan-me dasq ar plijadurezou, pa ho quélan curunet a spern ha crucifiet dre garantes, evidon ?