Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
ar vistri braz eneb jeann.

d’an dour evit sikour ho breudeur, ni on euz sonj da zailla var ar c’hestell-ze. —- Mad eo evelse, emezhi, gant ma reoc’h ar pez a livirit. »

Paour keaz Jeann ! Guelet a rea ervad e oa eur c’halz euz ar c’habitened huella en he eneb, hag e reant he lavarou en despet d’ezho. Ar zoudardet a gerze laouen, kerkent ha ma c’hourc’hemenne, mes ar vistri braz o doa aon da goll ho galloud pa velent ar plac’h iaouank guelloc’h deut egetho d’ar zoudardet. Jeann, en despet d’ar rann galounn e doa avechou, a iea atao gant he hent, kennerzet gant Doue ha sklerijennet gant he Moueziou ; gouzout a rea n’euz ket a roz eb drein.

E leac’h kas eun nebeut soudardet varzu kastell Sant-Laurans, ar c’habitened a ieaz dioc’htu, eneb ho ger, da stourm oc’h ar c’hestell a ioa en tu all d’ar ster. Jeann a ioa gantho, klevet e doa an oferen da c’houlou deiz evit gellout mont abred d’an emgam. Pevar mil den benag a heulie anezhi. Ar verc’h iaouank hag he brezellerien a ieaz da genta e bagou, var eun enezen hanvet enezen Sant-Aignan ; diou vag, plench varnho, a oue lakeat da ober pount evit mont ac’hano d’an tu all d’al Loire.

Er penn huela euz ar c’hestell saoz, e oa eun dorgen douar savet, hanvet kastellik pe zavaden Sant-Ian (Boulevard) ; pa velaz ar Zaozon kement a vrezellerien oc’h en em voda en enezen a ioa en ho c’hichen, e tec’hjont prim, goude beza lakeat an tan en ho c’hastellik. Ar zoudardet-se a redaz d’eur c’hastell krenvoc’h hanvet kastell an Aogustined : re vian oa hini Sant-Ian evit gellout beza difennet.

Pa oue treuzet kalz euz he zud, Jeann a ieaz varzu ar c’hastell krenv, hag a zankaz he banniel en douar tost d’an douveziou. He soudardet o doa redet var he lerc’h,