Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
jeann d’arc.

d’ezhi. He zad hag he eontr Durand Laxart a c’hellaz dont betek ennhi, en devez-se, hag hi a oue laouennoc’h gantho eget gant an dijentiled braz. Brud an taoliou kaer e doa great a ioa eat betek Domremy, evel ma ’z oa eat dre ar Frans ha zoken dre ar bed oll, ha pa glevaz he zad e tlie beza kurunet ar roue e Reims, ez eaz gant he genderv en hent da velet Jeann e kreiz he gloar.

An tad a starteaz gant karantez he verc’h var boull he galon, lavaret a reaz d’ezhi : « Pardounet eo pell a zo ar boan ac’h euz great d’eomp o tec’het euz ar gear. » Jeann a respountaz : « Gouzout a ran oun pardounet, rak, evit lavaret guir, n’em euz izom pardon ebet, n’em euz great nemet senti ouz Doue ; laouen oun evelato, o klevet e roit d’in hoc’h oll garantez evel guechall. — Ia, eme an tad, entent a reomp breman out renet gant dourn Doue en da oll oberou. »

P’en doa ar roue kinniget d’ezhi hel lakât e renk an huella dijentiled, ar verc’hez iaouank e devoa graet fae var an henoriou ; mes o velet he zad e teuaz da zonj d’ezhi e c’helle ober eur vad benag d’he c’henvroiz. Goulenn a reaz eta digant ar roue ma vije diskarget hiviziken Greux ha Domremy euz an oll daillou, hag ar roue a asantaz dioc’htu.

Jakes d’Arc he-unan eo a gasaz ar c’helou laouen-ze d’he genvroiz ; ger Charles VII ne oue ket torret : keit ha ma choumaz ar Frans dindan lezen goz ar rouaned, Greux ha Domremy a joumaz eb taillou.


————