Pajenn:M. Abgrall - Yun an nao stereden, Feiz ha Breiz, 1911.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Giziou koz ar Vretoned


————


Yun an nao Stereden
                                  hag ar Mil Ave


————


Marteze ne vezo ket kavet dizoare klevet komz e Feiz ha Breiz eus ar giziou mad ha kaër a ioa gwechall en hor bro ; dilezet brema e vezint ankounac’heat prestik, nemed skrivet e vefent, ha mad e vije hen, ober, evit m’o devezo ar re a deuio var hon lerc’h anaoudegez euz ar pez a ioa evel pa lavarfen tenzoriou o zud koz. Ma vefe klasket piz ar giziou kaër ha dudius-ze a lakea Breiz da skedi etouez an holl broiou, e vije a dra zur gellet ober eul levr bras anezo [1]. Hizio me garfe komz deoc’h eus yun an nao stereden hag

eus ar mil ave.

  1. Feiz ha Breiz a embanno anezo gant plijadur, rak-se n’eus nemed o digas d’ezan dre ma vezint destumet.                Ar Rener.