Pajenn:M. Abgrall - Souben sant Ervoan, Feiz ha Breiz, 1913.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 266 —

loja ; ar granchou, ar c’hreier a veze leun ; roet e veze kolo d’ezo da ober o gweleou hag o c’hoan zoken o deveze var ar marc’had. Mac’harit a rea en derveziou araok eur bern krampoez ; bara a veze poazet amploc’h evit kustum ha pell araok an noz e veze lakeat var an tan ar jodouren vras, an hini a veze oc’h ober souben d’ar varadeg ha d’an dennadeg lin, ha dre ma tigoueze ar beorien e veze trempet d’ezo o boued.

Ha setu eur bloavez e oa bet epad miz maë glao bemdez evel er bloaz-ma ; ar re goz a lavare :

Miz Maë du koummoullek
A laka an arc’h da veza barrek.

ha c’hoaz :

E miz Maë, re eo glao bemdez,
Re nebeut bep eil dervez.

Mes allas, ar bloaveziou ne vezont ket mad, na kompez an traou enno atao ; er bloavez-ze da vihana ne oa ket ; an douarou a ioa beuzet, an hentchou difounset ha goloët a bri ; e Kervarzin pa deue kont ar pardon e lavaret : « Evit er bloaz-ma, ne deuio ket kalz a beorien da welet ac’hanomp ma chom ar glao-ma. »

Ar pôtr saout a veze trist pa gleve an dra-ze, rag pa deue kalz peorien en deveze plijadur o klevet konchou ganto, ha neuze pa veze tennet kalz kolo da ober lojeiz en deveze nebeutoc’h a-ze da denna goudeze ; mes kaër en devoa kaout dies ar pôtr paour, ar glao a goueze atao, en dervez araok ar pardon en deün e vije lavaret e oa digoret kement speuren a ioa en neac’h ha koueza a rea dour a renkajou.

Da c’houde kreiz deiz pôtr yaouank koz a lavaras da Vac’harit ne dalveze ket ar boan lakât ar pod bras var an tan, an hini a veze bemdez oc’h ober souben a ioa bras awalc’h, rag sur ne deuje den da c’houlenn loja gant an amzer a rea, hag e gwirionez deuet oa an noz ha debret koan ha den ebed ne deue. Edot o lavaret ar pedennou diouz an noz, digouezet gant al litaniou pa glevjont bunta var an nor ; ar mevel bras a ya da zigeri, en eur lavaret « ora pro nobis, ora pro nobis ». Mes pa zigoras an nor e chenchas litaniou : « Seitek mil batimanchad kurun, emezan, biskoaz n’am euz gwelet kement all », hag e teuas en ti, var e lerc’h eur brosesion beorien ne oa fin ebed d’ezi ; an holl a oa savet en o sav, hag a jomas mantret ; ar beorien a deue atao, ar re genta a yea var an oaled tosta ma c’hellent d’an tan ; lod a azeze var ar bankou e giz