Pajenn:M. Abgrall - Oremus, Feiz ha Breiz, 1919.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 180 —


OREMUS


————


Me ’m eus eur breur, ha, pa oa bihan, a oa ken kirius ma oa leshanvet Perakig gant an amezeien, abalamour ma veze atao o c’houlen : « Perak an dra-ma, perak an dra-hont ? »

Ar wech kenta ma oa bet en oferen e teuas d’ar gêr d’an daou-lamm, bag, a-vêc’h m’en devoa lakêt e dreid en ti, edo o c’houlenn :

— Mamm, perak an aotrou person, pa ves o lavaret an oferen, a lavar « Oremus » ken alïes-ze ?

Va mamm (Doue he fardouno) a respontas d’ezan :

— Ember, ma ouzoc’h ho katekiz, me lavaro d’eoc’h rimadel Oremus.

Ha setu ama petra gountas d’eomp va mamm :

* * *

vNe warantan ket d’eoc’h e ve an dra-ma gwir evel an Aviel ; diskouez a ra, avat, e plije da Zoue, gwechall evel brema, ar re a vire ar gourc’hemen-ma : « Da dad, da vamm a enori ! »

Gwechall-goz, pell pell arok ma oe grêt an henchou-houarn, arôk ma oa mekanikou da zorna, e oa o chom, er Roz, eun intanvez a oa he hano Anna Rannou.

C’houi oar e pelêc’h ema ar Roz ? Pa ’z eer ac’halen pe. deus bourg Lambol da Landi, pa vezer tremenet dindan pont an hent-houarn, e weler dioustu, a-zeou, eun dorgen pe eur roz goloet a wez, hag etouez ar gwez, eur renkad berniou kolo ha foen, hag eun toullad tiez savet ama hag a-hont. En hanv ne weler ket kalz an tiez, kuzet ma vezont gant deliou glas ar gwez.

Mat, er Roz eo e oa Anna Rannou o chom.

Deus Koat-an-Eskop e oa ginidik ar Rannaoued ; ar gêr-ze, pinvidik bras d’an. ampoent, a zo kouezet en he foull pell ’zo ; pa ’z eot da Landi ganen, me a ziskouezo d’eoc’h bodennou beuz, etre Kerdeven hag an hent bras, hag a zesk c’hoaz hirio e pelec’h eo bet ar gêr gaer-ze.

Anna Rannou a oa dimezet da Yvon Abgrall, deus ar Roz ; o chom edont en eun tiik soul ; ne oa nemetan eno