Pajenn:M. Abgrall - Nonnik Herve, Feiz ha Breiz, 1912.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

en eur c’hoarzin, evel pa vije bet eur zonj farsus bennag en e spered.

En eur erruout gant ar bôtred, Nonik a lavaras d’ezo, e yez Treger, evel just « Hio ’fat, pôtred, vô ket a boan gant ar c’huibu ! »

— : « Nan, laouen, a lavaras ar re-man. Bremaik pac’h efomp en iliz e vô tomoc’h d’eomp. »

—  : « Ho! a respontas Nonik, c’houi a vo inouet en iliz pell a vô araok ma vô achu an offeren ; ne ouzoc’h ket ema hio ar zul, hag ar chandelour var ar marc’had ? araok ma vô benniget ar goulou gant ar Person, ha bet e zarmon, keit ha keit all, c’houi ho po bet riou d’ho treid meur a wech. »

Ar bôtred n’o devoa ket sonjet en dra-ze, ha trist o genou e leverchont holl: « Fidandoullik, ya ʼvat Nonik, » gwir awalc’h a leverez, hio, vô pell an offern. »

— : « Ma karfet pea peb a vanne gwin-ardant d’in-me goude an offern, an aotrou person ne zarmono ket hio. »

Ar bôtred a zonjas e oa eun dra farsus bennak e penn Nonik hag a reas ar marc’had. Just, ar zon diveza a ioa o son hag int en iliz.

Nonik hag a jome kentoc’h e kichen ar porched, a ieas en dro-man tre e kreiz an iliz, eün d’ar gador zarmon ; ober a reas evel ar re all, enaoui e c’houlou edoug ar brosesion hag epad an Aviel. Epad ar pron, ar goazed a jome en o sav, rag ne ioa ket neuze a gadoriou en ilizou d’an holl evel ma z’eus breman ; e leac’h ober evel ar re all, Nonik a lakeas eur c’hlin d’an douar hag a zispakas e bakad goulou, en e hed ; korda a reas anezan en dro d’e benn evel eur gurunen, nemed e lezaz an daou benn da zont en araok evel daou gorn ; pa oa achu ar pron gant an aotrou Person, ha prest da gommans e zarmon, Nonik a enaouas an daou benn-ze, lakât a reas anezo sounn evel kerniel eur c’havrik, hag hen en e zav paket e zaouarn gantan, e zell a-ban ouz an Aotrou Person. Hen-man, e c’hellit kredi, n’eo ket c’hoant gouela eo a deuas d’ezan, ken nebeut ha d’ar re all a ioa en iliz ; eur wech lavaret gantan: « Va breudeur ha va c’hoarezed kristen » n’oa ket evit mont pelloc’h ; n’oa ket an dro genta d’ezan da welet ardou Nonik, hag e lavaras en