Pajenn:M. Abgrall - Gwezen avalou Marianna Goz, Feiz ha Breiz, 1913.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —


GWEZEN AVALOU MARIANNA GOZ


E troïdellou Kemperle pe Nizon, treuz daou pe dri bark deus maner ar Genkiz, e oa o chom breman ez eus eun toullad mat a vloaveziou, eur vaouez koz a oa he hano Marianna ; an amezeien a rea anezi tintin Marianna ; ar vugale a lavare tintin Marianna an avalou ; bremaik me lavaro d’eoc’h perag. He ziik bihan ha koz a oa bet gwechall toët gant soul pe gant balan ; mes breman ne welet varnezan nemet douar ha bruzunachou ; er goanv pa deue barradou glao e kouezent a renkadou gant an dour, e c’hellit kredi e rea glao en ti divezatoc’h eget er meaz ; en hanv avat an doen baour-ze a veze eun dudi he gwelet ; kement haden a goueze varni, digaset gant an avel pe gant al laboused, holl e tiouanent ; e kichen ar chiminal e oa eur bod balan melen aour hag en eun douez penn da benn an doen, bleuniou a bep seurt liou, bokedou an hanv, bleun koukouk, bokedou leaz, bokedou an aman, roz-ki rus tan, sklerig, louzou an tantad, ha neuze bochadou gwiniz, kerc’h, gwiniz du ; asa, netra ne vanke var di Marianna goz, nemed eun doen vat. Pa oa yaouankoc’h, ar baourez kêz koz, he deveze plijadur o sellet ouz an traou brao-ze ; mes breman ne wele mui gwall sklêr hag e tremene he amzer o lavaret he chapeled hag o sonjal er re a garie. Karet rea he holl amezeien, mes eun dra hag unan a garie dreist peb tra var an douar : he gwezen avalou hag intron Maner ar Genkiz.

He gwezen avalou a vage anezi : bep bloaz e roe d’ezi