Pajenn:M. Abgrall - Bragou kenta Kelly, Feiz ha Breiz, 1912.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —

vad ar morianig anter c’houez-ze ; kregi a reas en e zourn d’her c’has gantan d’e lochen ; eno e lavaras dezan n’en devoa ket ar mabig Jesus ezom deus e vragou, e c’helle e wiska pa voa roet dezan ; ar potr a zentas dioustu ; rodellet holl oa ar bragou paour ha glebiet gand an daelou, n’eus fors p’en devoa e lakeat e kave dezan n’oa den ebed var an douar ken kaer ac hen. Kelly a gendalc’has da zeski ha da veza fur ; prest goude e oue badezet ; brema e ma en eur skol vras o teski, ha sonj mad en deus da wiska eun deis eur zaë zu evel hini an tad en deus her c’haret da genta, hag en deus desket dezan karet Doue ac e Vam Santel.

Tennet divar liziri misionerien gand
M. A. Abgrall.


————